Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 2:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe: Diskarit an templ‐man, ha me hen savo a‐nevez en tri devez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Jezuz a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ hag e savin anezhañ a-nevez a-benn tri devezh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 2:19
23 Referencias Cruzadas  

Rag evel ma oe Jonas tri devez ha teir nosvez e kov ar pesk braz, evel‐se e vezo Mab an den tri devez ha teir nosvez e calon an douar.


Divar neuze Jesus a gommansaz discleria d’he ziskibien e oa red dezhan mond da Jerusalem, ha souffr kalz euz a‐berz ar Senatourien hag ar re genta e‐touez ar veleien hag ar Scribed, beza lakeet d’ar maro, ha resussita an trede deiz.


Te pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan en tri devez, en em zaveta da‐unan; mar d’oud Mab Doue, disken euz ar groaz.


Aotrou, deuet eo da vemor deomp penaos an trompler‐ze a lavare pa oa beo: A‐ben tri devez me a resussito.


Hen klevet hon euz o lavaret: Me a ziskaro an templ‐man, pehini a zo bet great gant daouarn an dud, hag en tri devez e savin eun all ha na vezo ket great gant daouarn tud.


Hag ar re a dremene dre eno a outraje anezhan, en eur hija ho fen hag o lavaret: Ac’han‐ta! te, pehini a ziskar an templ, hag a zav anezhan a‐nevez en tri deiz;


Neuze e commansaz discleria dezhe e oa red da Vab an den souffr kalz, beza nac’het gant ar re Ancien, prinsed ar veleien hag ar Scribed, beza lakeat d’ar maro, ha resussita tri deiz goude.


Jesus a lavaraz dezhi: Me eo ar resurrection hag ar vuez; an hini a gred enoun, ha pa ve maro, a vevo.


Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.


Mes Doue hen deuz resussitet anezhan, o veza torret liammou ar maro, rag ne oa ket possubl d’ar maro he zerc’hel.


Doue hen deuz resussitet ar Jesus‐se; holl ez omp testou a gement‐se.


hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a‐douez ar re varo: ni a zo testou euz a gement‐se.


Evidoc’h‐hu da genta eo hen deuz Doue, o veza savet he Vab Jesus, hen digasset evit ho penniga, en eur denna pep hini ac’hanoc’h euz he fallentez.


Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread‐se, a zistrujo al leac’h‐man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises.


mes ive evidomp‐ni, da bere e vezo ive countet kement‐se, evidomp‐ni pere a gred en Hini hen deuz savet a‐douez ar re varo Jesus hon Aotrou,


Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a‐douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma valeimp, ni ive, en eur vuez nevez.


Ha mar ema Spered an hini hen deuz savet Jesus a‐douez ar re varo o choum enoc’h, an hini hen deuz savet ar C’hrist a‐douez ar re varo a rento ive ar vuez d’ho corfou marvel, dre he Spered, pehini a choum enoc’h.


Hogen, mar prezeger ez eo resussitet ar C’hrist a‐douez ar re varo, penaos e teu hinienou en ho touez da lavaret n’euz ket a resurrection ar re varo?


o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant; enhan ive ez oc’h resussitet, drear feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo.


Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos