Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 2:18 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ar Judevien, o komz outhan, a lavaraz: Dre be seurt sin e tiskouezez deomp ec’h euz otorite da ober kement‐se?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 2:18
14 Referencias Cruzadas  

Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, e‐pad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan: Dre be otorite e rez‐te an traou‐ze? Ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze?


Hag e teuaz eno Farizianed, pere a gommansaz disput ganthan, en eur c’houlen diganthan, evit he denti, eur miracl‐benag euz an env.


Evel ma en em dastume ar bobl en eur vanden vraz, Jesus a gommansaz da lavaret: Ar raç tud‐man a zo fall, goulen a reont eur miracl, ha na vezo roet dezhe hini e‐bed nemed hini ar profet Jonas.


He‐man eo an desteni a roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan: Piou oud‐te?


Goulen a rejont diganthan: Perag eta e vadezez‐te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet?


Neuze e leverjont dezhan: Pe seurt miracl a rez‐te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud? Pe seurt œuvr a rez‐te?


hag o veza lakeat an ebestel da zond en ho c’hreiz, e lavarjont dezhe: Dre be seurt galloud, hag en hano piou hoc’h euz‐hu great kement‐man?


Ha n’hon euz‐ni ket difennet stard ouzoc’h prezeg en hano‐ze? Ha setu hoc’h euz leuniet Jerusalem gant ho toctrin, hag e fell deoc’h lakaad goad an den‐ze da gweza varnomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos