Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 17:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 17:2
31 Referencias Cruzadas  

Pep tra a zo bet roet d’in gant va Zad; ha den na anao ar Mab nemed an Tad; ha den na anao an Tad nemed ar Mab, hag an hini da behini e vezo bet plijet gant ar Mab hen rei da anaoud.


Hag ar re‐man az ai kuit d’ar poaniou eternel; mes ar re just az ai er vuez eternel.


Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou,


O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.


Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her.


Pedi a ran evithe; na bedan ket evit ar bed, mes evit ar re ec’h euz roet d’in, rag d’id ez int.


An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn.


mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.


Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.


Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz.


Hogen setu aman bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset, ma ne gollin hini euz ar re hen deuz roet d’in, mes ma resussitin anezhe en deiz diveza.


rag recompans ar pec’hed eo ar maro; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus‐Christ hon Aotrou.


rag red eo dezhan ren bete ma hen devezo lakeat he holl enebourien dindan he dreid.


diskouezet ganthan er C’hrist, pa hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz hen lakeat da azeza en tu‐deo dezhan el leac’hiou celestiel,


evit ma teuio peb glin da blega en hano Jesus, en env, ha var an douar, ha dindan an douar,


Mes abalamour da gement‐man eo em euz kavet trugarez, evit ma teuje Jesus‐Christ da ziskouez, enoun‐me da genta, eur vadelez parfet, evit servichoud da skouer d’ar re a gredo enhan, evit ar vuez eternel.


hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza‐man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou; dre behini ive hen deuz great ar bed.


pehini o veza eat d’an env, a zo a‐zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.


(rag ar vuez a zo bet diskouezet, ha ni hon euz he gwelet, hag e roomp testeni anezhi, hag e tiscleriomp deoc’h ar vuez eternel, pehini a oa gant an Tad, hag a zo en em ziskouezet deomp;)


Hag ar bromessa hen deuz great deomp eo ar vuez eternel.


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


en em dalc’hit e karantez Doue, o c’hortoz trugarez hon Aotrou Jesus‐Christ evit ar vuez eternel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos