Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 17:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus a lavaraz an traou‐ze; ha neuze, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e lavaraz: Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Jezuz a gomzas evel-se, ha neuze, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e lavaras: Tad, an eur a zo deuet. Ro gloar da’z Mab, evit ma roio gloar da Vab dit,

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 17:1
20 Referencias Cruzadas  

Hag e teuaz d’ho c’havoud evit an deirved gwech, hag e lavaraz dezhe: Kouskit breman, ha kemerit ho repos! Awalc’h eo! deuet eo an heur; setu, Mab an den a zo livret etre daouarn ar bec’herien.


Mes ar publican, oc’h en em zerc’hel a‐ziabell, na grede ket zo‐ken sevel he zaou‐lagad var‐zu an env; mes skei a rea var boull he galon, en eur lavaret: O Doue, kemer truez ouzin‐me rag n’ed oun nemed eur pec’her!


Bemdez e oann en templ assambles ganeoc’h, ha n’hoc’h euz ket lekeet ho taouarn varnoun. Mes breman ema hoc’h heur ha galloud an devalijen.


Pa glevaz Jesus kement‐se, e lavaraz: Ar c’hlenved‐ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.


Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet.


ha Jesus a respontaz dezhe: Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den.


Araog gouel ar Pask, Jesus, o c’houzoud e oa deuet he heur evit tremen euz ar bed‐man d’he Dad, evel m’hen doa karet he re pere a oa er bed, ho c’haraz beteg ar fin.


Setu, dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma viot dispartiet pep hini d’he gostez, ha ma lezot ac’hanoun va‐unan; mes n’emoun ket va‐unan, rag an Tad a zo ganen.


Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur.


(Hogen, lavaret a reaz kement‐se divarben ar Spered a dlie ar re a gredje enhan da receo; rag ne oa ket bet roet c’hoas ar Spered‐Santel, abalamour na oa ket bet c’hoas glorifiet Jesus.)


Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.


Doue Abraham, Isaac ha Jacob, Doue hon tadou hen deuz glorifiet he Vab Jesus, pehini hoc’h euz livret ha nac’het dirag Pilat, petra‐benag ma hen doa he‐man barnet ma tlie beza lezet da vond en he liberte.


pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos