Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 Evel‐se, c’houi a zo breman en dristidigez; mes ho kwelet a rin a‐nevez, hag ho calon a vezo karget a levenez, ha den ne hallo lemmel ho levenez diganeoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:22
40 Referencias Cruzadas  

Neuze ez ejont buhan er meaz euz ar bez, gant spount ha gant eur joa vraz,


mes eun dra hep‐ken a zo necesser; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.


Mes Abraham a respontaz: Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e‐pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou.


Hen lavaret a ran deoc’h, roet e vezo d’an hini hen deuz; mes an hini n’hen deuz ket a vezo zo‐ken lammet diganthan ar pez hen deuz.


Mes evel na gredent ket c’hoas, gant ar joa a oa enhe, hag evel ma oant souezet, hen a lavaraz dezhe: Ha beza oc’h euz‐hu aman eun dra‐benag da zebri?


Na lezit ket ho calon da veza troublet; credi a rit en Doue, credit ive enoun‐me.


C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive.


Lezel a ran ar peoc’h ganeoc’h; rei a ran deoc’h va feoc’h; n’hen roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na vezit ket troublet ho calon, ha bezit heb aoun.


C’hoas eur pennadic amzer, ha n’am gwelot mui; ha c’hoas eur pennadic goude, hag e velot ac’hanoun adare, rag mond a ran da gavoud an Tad.


E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, c’houi a welo, hag a huanado, hag ar bed a vezo er joa; c’houi a vezo en dristidigez; mes ho tristidigez a vezo troet en joa.


Da be leac’h ez ez? Mes, abalamour ma em euz lavaret an traou‐man deoc’h, ho calon a zo deuet da veza leun a dristidigez.


Rag‐se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber: An Aotrou eo! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var‐c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor.


mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.


Hag an diskibien a oa karget a joa, ha leun euz ar Spered‐Santel.


Var‐dro hanter‐noz, Paol ha Silas a oa o pedi, hag a gane meuleudiou da Zoue, hag ar brizonierien a gleve anezhe.


Ha bemdez e oant aketus assambles en templ; hag o terri ar bara en ho ziez, e kemerent ho boued gant levenez ha gant eünder a galon;


Ar re‐man eta a ieaz kuit a‐zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus.


evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.


Hogen ra zeui hon Aotrou Jesus‐Christ he‐unan, ha Doue hon Tad, pehini hen deuz hor c’haret, hag hen deuz roet deomp eur gonsolation eternel, hag eun esperans vad dre he c’hras,


Rag c’houi hoc’h euz ive ken‐c’houzanvet ganen em liammou, hag hoc’h euz anduret gant joa e vije lammet diganeoc’h ho madou, o c’houzoud penaos hoc’h euz en env gwelloc’h danvez, hag a zo padus.


evit m’hor bezo, dre an daou dra‐ze ha ne chenchont ket, en pere eo impossubl e vije deuet Doue da fazia, m’hor bezo eur gonsolation ferm, ni pere a glask ar peoc’h er bossession ferm euz an esperans a zo lakeat


pehini a garit, hep beza hen anavezet, en pehini e credit hep he velet evit c’hoas, hag en em rejouissa a rit gant eur joa ha na hell den he c’hompren, hag a zo leun a c’hloar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos