Setu va zervicher pehini em euz choazet, va muia‐karet e pehini hen deuz va ene kemeret plijadur; lakaad a rin va Spered varnezhan, hag ec’h annonso ar justis d’an nationou;
Hag hen deuz gourc’hemenet deomp prezeg d’ar bobl, ha testenia penaos hen eo an hini a zo bet lakeat gant Doue da varner var ar re veo ha var ar re varo.
Hag evel ma komze Paol divarben ar justis, an demperans hag ar varn da zond, Felix, spountet‐holl, a lavaraz dezhan: Kea kuit evit breman, ha pa gavin eun amzer favorabl‐benag, e c’halvin ac’hanoud.
evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.
Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.
evit an dud difeiz, da bere doue ar bed‐man hen deuz dallet ho sperejou, gant aoun na vijent sclerijennet gant ar sclerijen euz Aviel glorius ar C’hrist, pehini eo imach Doue.
(e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez;
Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul;
Setu, ema o tond var ar goabrennou, ha pep lagad a velo anezhan, hag ar re memeus ho deuz toullet anezhan; hag an holl boblou euz an douar a skoio va boul ho c’halon dirazhan. Ia, Amen.