Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 euz ar justis abalamour m’az an da gavout va Zad, ha n’am gwelot mui;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 ar reizhder, dre ma’z an da gavout va Zad ha na’m gwelot mui,

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:10
26 Referencias Cruzadas  

Me a zo deuet euz an Tad, hag ez oun deuet er bed; kuitaad a ran adare ar bed, hag ez an da gavoud an Tad.


Mes mond a ran breman da gavoud an hini hen deuz va digasset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen diganen:


Hag evel ma savaz Moises ar serpant ebarz an dezert, evel‐se eo red da Vab an den beza savet,


Beza ez euz unan all hag a rent testeni d’in, ha gouzoud a ran ez eo dign da veza credet an desteni a ro d’in.


Setu perag Jesus a lavaraz dezhe: Evit eun neubeud amzer emoun c’hoas ganeoc’h; hag ez an goude da gavoud an hini hen deuz va digasset.


rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement‐se d’an holl, en eur resussita anezhan a‐douez ar re varo . . . . . .


Doue hen deuz resussitet ar Jesus‐se; holl ez omp testou a gement‐se.


Mes c’houi hoc’h euz nac’het ar Zant hag ar Just, hag hoc’h euz goulennet ma vije roet deoc’h eur muntrer;


Piou eo ar profet ha n’eo ket bet persecutet gant ho tadou? Lazet ho deuz ar re ho doa annonset donedigez ar Just‐se, pehini a zo bet livret breman ganeoc’h, hag euz a behini ez oc’h bet ar vuntrerien;


Rag enhan ez eo dizoloet eur justis euz a Zoue, hag a zo dre ar feiz hag evit ar feiz, hervez m’az eo scrivet: An den just a vevo dre ar feiz.


Hogen, dreizhan eo ez oc’h en Jesus‐Christ, pehini a zo bet great evidomp a‐berz Doue, furnez, justis, sanctification ha redemption;


Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.


Rag, evidomp‐ni a zo, dre ar Spered, en gortoz euz an esperans da veza justifiet dre ar feiz.


Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.


Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos