Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 13:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Per a lavaraz dezhan: Biken na walc’hi va zreid d’in. Jesus a respontaz dezhan: Ma na walc’han ket ac’hanoud, n’ez pezo ket a lod ganen.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc’hi va zreid din. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc’han ket ac’hanout, ne’c’h eus ket lod ganin.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:8
28 Referencias Cruzadas  

Neuze Per, o veza kemeret anezhan a‐gostez, a gommansaz he repren, en eur lavaret: Doue ra viro, Aotrou! an dra‐ze na c’hoarvezo ket ganez.


Mes he‐man a respontaz: N’az in ket; mes goude‐ze e teuaz keuz dezhan, hag ez eaz.


Ha Per, o komz, a lavaraz dezhan: Ha pa gavfe an holl leac’h enoud da gweza, evidoun‐me na gwezin biken.


Per a lavaraz dezhan: Ha pa ve red d’in mervel ganez, na nac’hin ket ac’hanoud. Hag an diskibien holl a lavaraz evel‐t’han.


Dond a reaz eta da Simon Per, hag he‐man a lavaraz dezhan: Penaos, Aotrou, te a walc’hfe d’in‐me va zreid!


Neuze Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, n’e ket hep‐ken va zreid, mes ive va daouarn ha va fen.


Jesus a respontaz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, ma ne deu eun den da c’henel euz an dour hag euz ar Spered, na hell ket antreal en rouantelez Doue.


Ha breman, perag e taleez‐te? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.


Hogen lod ac’hanoc’h a zo bet evel‐se; mes c’houi a zo bet gwalc’het, mes c’houi a zo bet santifiet, mes c’houi a zo bet justifiet en hano an Aotrou Jesus, ha dre Spered hon Doue.


evit he zantifia, o veza purifiet anezhi gant ar vadiziant a zour, dre he c’her;


Diwallo den da lemmel diganeoc’h ho recompans dre eur zeblant a humilite, ha dre adoration an elez, o sourcial ouz traou ha n’hen deuz ket ho gwelet, o veza c’houezet a ourgouil gant skiant ar c’hig,


traou pere ho deuz evit‐gwir eur zeblant a furnez, o veza eur servich a volontez‐vad, great gant eun neubeud‐benag a humilite, hag o castia ar c’horf, heb sourci e‐bed euz ar pez a ra plijadur d’ar c’hig.


n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered‐Santel,


tostaomp gant eur galon gwirion, o kaoud eun assurans leun a feiz, hor c’halonou purifiet euz a louzdoni eur goustians fall, hag hor c’horfou gwalc’het gant dour pur.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos