Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 11:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Jesus a lavaraz dezhi: Me eo ar resurrection hag ar vuez; an hini a gred enoun, ha pa ve maro, a vevo.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez, an hini a gred ennon, ha pa vefe marv, a vevo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 11:25
41 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus a lavaraz dezhan: E gwirionez hen lavaran d’id, hirio e vezi ganen er barados.


Enhan e oa ar vuez, hag ar vuez a oa sclerijen an dud.


C’hoas eun neubeud amzer, hag ar bed n’am gwelo mui, mes c’houi a velo ac’hanoun; abalamour ma vevan, c’houi a vevo ive.


Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.


Rag Doue hen deuz karet kement ar bed, ma hen deuz roet he Vab unic, evit na vezo ket kollet piou‐benag a gred enhan, mes ma hen devezo ar vuez eternel.


An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.


Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel‐se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan.


Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he‐unan, evel‐se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he‐unan.


Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed.


Den e‐bed na hell dond d’am c’havout, ma ne zeu an Tad pehini hen deuz va digasset d’hen lakaad da zond; ha me a resussito anezhan en deiz diveza.


hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a‐douez ar re varo: ni a zo testou euz a gement‐se.


(hervez ma’z eo scrivet: Me em euz da lakeat da dad da galz a nationou), tad deomp, a lavaran, dirag Doue, da behini e credaz, ha pehini a ro buez d’ar re varo, hag a c’halv an traou n’emaint ket, evel pa vefent.


rag lezen ar Spered a vuez, pehini a zo en Jesus‐Christ, he deuz va delivret euz a lezen ar pec’hed hag ar maro.


Neuze eta, ar re a zo maro er C’hrist, a zo ive kollet.


Anez, petra a rai ar re a zo badezet evit ar re varo? Mar ne deu hini e‐bed euz ar re varo da resussita, perag neuze ez int‐hi badezet evit ar re varo?


o c’houzout penaos an hini hen deuz resussitet an Aotrou Jesus, a resussito ive ac’hanomp dre Jesus, hag hon lako da gomparissa assambles ganeoc’h.


Rag gwasket oun a bep tu, o veza ma em euz c’hoant da guitaad ha da veza assambles gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in;


evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo;


Rag mar credomp ez eo Jesus maro, hag ez eo resussitet, credomp ive penaos Doue a zigasso adare, dre Jesus, ar re a zo maro, evit beza assambles ganthan.


bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.


Hag ar re‐ze a vevaz hag a renaz gant ar C’hrist e‐pad mil bloaz. Mes ar rest euz ar re varo na zistrojont ket d’ar vuez, ken a oe tremenet ar mil bloaz‐ze. Honnes eo ar resurrection genta!


Ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad, hag ar maro na vezo mui. Na vezo mui na kaon, na garm, na poan; rag an traou kenta a zo tremenet.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos