Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Hen a lavaraz dezhe: Deuit ha gwelit. Mond a rejont, hag e veljont en pe leac’h e oa o loja, hag e choumjont ganthan an deiz‐ze, rag var‐dro an decved heur e oa.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec’h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:39
11 Referencias Cruzadas  

Mes int a reaz dezhan choum, en eur lavaret dezhan: Choum ganeomp; rag an noz a dosta, hag erru eo izel an deiz. Antren a reaz eta evit choum assambles ganthe.


Jesus, o veza distroet, hag o velet ec’h heullient anezhan, a lavaraz dezhe: Petra a glaskit‐hu? Ar re‐man a respontaz: Rabbi, (da lavaret eo, mestr,) peleac’h emoud o choum?


Andre, breur Simon Per, a oa unan euz an daou ho doa klevet ar pez a lavare Ian, hag ho doa heulliet Jesus.


Nathanael a lavaraz dezhan: Daoust hag euz a Nazaret ec’h hell dond eun dra‐benag a vad? Philip a lavaraz dezhan: Deuz ha gwel.


Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’hen kavout, hen pedaz da choum ganthe; hag e choumaz eno daou devez.


Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz.


Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos