Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 3:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 An dra‐man hep‐ken a fell d’in da glevet diganeoc’h: Ha dre oberou al lezen eo hoc’h euz recevet ar Spered, pa dre bredication ar feiz?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?

Ver Capítulo Copiar




Galated 3:2
19 Referencias Cruzadas  

Ha Doue, pehini a anavez ar c’halonou, hen deuz roet testeni dezhe, en eur rei dezhe ar Spered‐Santel kerkoulz ha deomp‐ni;


Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.


pere, o veza deuet, a bedaz evithe, evit ma recevjent ar Spered‐Santel.


Rag enhan ez eo dizoloet eur justis euz a Zoue, hag a zo dre ar feiz hag evit ar feiz, hervez m’az eo scrivet: An den just a vevo dre ar feiz.


evel hep lezen, gant ar re a zo hep lezen (petra‐benag n’ed oun ket hep lezen e‐kenver Doue, pa’z eo gwir emoun dindan lezen ar C’hrist), evit gounid ar re a zo hep lezen.


Rag, mar teufe unan‐benag da brezeg deoc’h eur C’hrist dishenvel ouz an hini hon euz‐ni prezeget, pe eur Spered all dishenvel ouz an hini hoc’h euz recevet, pe eun aviel dishenvel ouz an hini hoc’h euz digemeret, c’houi hen supportfe hep stourm.


evit ma teuje ar venediction prometet da Abraham da veza skulliet var ar Jentiled dre Jesus‐Christ, ha ma recevjemp, dre ar feiz, ar Spered a oa bet prometet.


Ha diskiant awalch oc’h‐hu, evit peur‐achui breman dre ar c’hig, goude beza commanset dre ar Spered?


An hini eta pehini a ro deoc’h ar Spered, hag a ra burzudou en ho touez, daoust hag hen her gra dre oberou al lezen, pe kentoc’h dre bredication ar feiz?


Doue he‐unan o souten ho zesteni dre vurzudou ha miraclou, ha meur a verk euz he c’halloud, ha dre an donezonou euz ar Spered‐Santel, hervez he volontez.


Rag deomp‐ni, koulz ha dezhe, eo bet great ar bromessa eürus‐se; mes ar gomz‐se ho doa klevet na brofitaz ket dezhe, rag ar re a glevaz anezhi, a choumaz hep credi.


Rag impossubl eo d’ar re a zo bet eur vech sclerijennet, hag ho deuz tanveet an donezon celestiel, hag a zo bet lakeat da gaoud lod er Spered‐Santel,


Hag e oe discleriet dezhe ne oa ket evithe ho‐unan, mes evidomp‐ni, e reant ho c’harg en traou‐man, pere a zo bet breman annonset deoc’h gant ar re ho deuz prezeget an Aviel deoc’h, dre ar Spered‐Santel digasset euz an env, traou hag a c’hoanta an elez ho gwelet beteg ar fons.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos