Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 1:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 n’eo ket ma’z euz eun aviel all, mes beza ez euz tud hag a laka ac’hanoc’h e nec’hamant, hag a fell dezhe distrei var an tugin Aviel ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 n’eo ket ma’z eus unan all, met bez’ ez eus tud ouzh ho trubuilhañ hag a fell dezho fallaat Aviel Krist.

Ver Capítulo Copiar




Galated 1:7
38 Referencias Cruzadas  

Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.


O den leun a bep tromplerez hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep justis, ha na baouezi‐te ket da bervertissa henchou eün an Aotrou?


O veza ma hon euz klevet penaos darn, hag a oa eat euz hon zouez, ho deuz troublet ac’hanoc’h gant ho c’homzou, oc’h ober d’hoc’h eneou fazia, en eur lavaret ez eo red beza circonciset ha miret al lezen (ar pez n’hor boa ket gourc’hemenet dezhe);


hag e savo euz ho touez hoc’h‐unan tud hag a brezego doctrinou fall, evit tenna an diskibien var ho lerc’h.


Rag ar seurt tud‐ze a zo fals‐ebestel, labourerien tromplus dic’hizet en ebestel ar C’hrist.


Rag ni ne droomp ket en faoz Ger Doue, evel ma’z euz kalz hag a ra; mes komz a reomp gant gwirionez, evel a‐berz Doue, dirag Doue, er C’hrist.


mes taolet hon euz diouzomp an traou mezus a vez kuzet, hep bale en dromplerez, hag hep trei en faoz Ger Doue, mes ouz en em recommandi hon‐unan da goustians pep den dirag Doue, en eur diskouez ar wirionez.


Souezet oun o velet ac’hanoc’h, goude beza dilezet an hini hen doa ho kalvet d’ar c’hras a Jesus‐Christ, o vond ker buhan da eun aviel all;


Ha kement‐se a c’hoarvezaz abalamour d’ar fals breudeur a oa antreet en kuz en hon touez, evit gedal al liberte hon euz en Jesus‐Christ, ha gallout hon renta en esclavach;


Sourci ho deuz evidoc’h; mes n’eo ket gant lealded: er c’hontrol, c’hoant ho deuz d’ho tistaga diouzimp, evit ma vezoc’h leun a c’hoantegez‐vad evithe.


Fizians em euz divar ho pen, dre an Aotrou, ne zonjfet ket otramant; mes an hini a droubl ac’hanoc’h, piou‐benag eo, a ranko dougen ar beac’h euz a gement‐se.


Plijet gant Doue ma vije lammet kuit ar re a deu d’ho troubli!


Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus.


pere ho deuz troet kein d’ar wirionez, o lavaret penaos ar resurrection a zo dija c’hoarvezet, hag a ziskar evel‐se feiz hinienou.


An traou‐man em euz scrivet deoc’h divarben ar re a drompl ac’hanoc’h.


Bugale muia‐karet, na gredit ket da bep spered, mes amprouvit ar sperejou, evit gouzoud hag int a zo a‐berz Doue; rag kalz a falsprofeted a zo deuet er bed.


Mar deu unan‐benag d’ho kavoud, ha na zigas ket ganthan ar gelennadurez‐ze, n’hen digemerit ket en ho ti, ha na zaludit ket anezhan.


Rag kals a douellerien a zo deuet ebarz er bed, pere na anzavont ket ez eo deuet Jesus‐Christ er c’hig. Eun hevelep den eo an toueller hag an ante‐christ.


Rag eat ez euz en ho touez hinienou, a bere ar gondaonation a zo scrivet abaoe pell amzer; tud impi, hag a dro gras hon Doue en diroll, hag a nac’h Doue, pehini a zo Mestr souveren, ha n’euz nemerthan, ha Jesus‐Christ hon Aotrou.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


Mes al loen a oe tapet, ha ganthan ar fals‐profet, pehini hen doa great burzudou dirazhan, dre bere hen doa tromplet ar re ho doa recevet merk al loen, hag ho doa adoret he imach; ho daou e oent taolet e‐beo ebarz al lenn a dan ardant, e‐kreiz ar soufr.


Anaoud a ran da oberou, ha da labour, ha da batianted; ha gouzoud a ran penaos na hellez ket anduri an dud fall; hag ec’h euz amprouvet ar re a lavar ho‐unan ez int ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz ho c’havet gaouiad.


Mes beza em euz eun draic‐benag en da enep: lezel a rez Jesabel, ar vreg‐se pehini a bretant beza profetez, da zond da gelen ha da drompla va zervicherien, evit ho lakaad da gweza en impurete, ha da zebri traou sacrifiet d’an idolou.


Koulskoude ec’h euz an dra‐man, kâs ec’h euz ouz oberou an Nicolaïted, ouz pere em euz kâs ive.


Hag e taolaz anezhan ebarz an abim, hag e serraz varnezhan, hag e lekeaz eur siel varnezhan, evit na deuje mui da drompla ar boblou, ken a vije peur‐dremenet ar mil bloaz‐ze; ha goude‐ze e ranko beza dichadennet evit eun neubeud amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos