Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 1:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Paol, abostol, n’e ket aberz an dud, na dre eun den‐benag mes dre Jesus‐Christ, ha Doue an Tad, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Paol, abostol, nann a-berzh an dud na dre un den bennak, met dre Jezuz-Krist ha Doue an Tad en deus e adsavet a-douez ar re varv,

Ver Capítulo Copiar




Galated 1:1
35 Referencias Cruzadas  

Me hag an Tad a zo unan.


Ha Jesus a lavaraz adare dezhe: Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h! Evel ma hen deuz an Tad digasset ac’hanoun, evel‐se ive me a gas ac’hanoc’h.


Jesus, o komz outhe, a lavaraz: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Ar Mab na hell ober netra anezhan he‐unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive.


Neuze e liviriz: Aotrou, petra a rin‐me? Hag an Aotrou a respontaz d’in: Sav, ha kea da Zamas, hag eno e vezo lavaret d’id an holl draou a dleez da ober.


hag hoc’h euz lakeat d’ar maro Prins ar vuez, a zo bet resussitet gant Doue euz a‐douez ar re varo: ni a zo testou euz a gement‐se.


Neuze, spountet‐holl hag en eur grena, e lavaraz: Aotrou, petra a fell d’id a rafen? Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: Sav, ha kea en kear hag eno e vezo lavaret d’id petra a zo red d’id da ober.


Paol, servicher da Jesus‐Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue,


Lavaret a ra penaos mar deuez da anzav a c’henou ez eo Jesus an Aotrou, ha mar credez en da galon hen deuz Doue savet anezhan adouez ar re varo, e vezi salvet.


Rag evit se eo marvet ar C’hrist, ha resussitet, hag hen deuz kemeret adare ar vuez, evit dond da ren var ar re veo ha var ar re varo.


Paol, galvet da vezo abostol euz a Jesus‐Christ, dre volontez Doue, ha Sosthenes,


Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, hag hor breur Timoteus, da Iliz Doue a zo e Corint, ha d’an holl Zent a zo en holl Akaia.


Mes pa eo bet plijet gant Doue, pehini hen doa va choazet adaleg kov va mam, hag hen deuz va galvet dre he c’hras,


ha na zaviz ket da Jerusalem da gavoud ar re a oa ebestel araog d’in; mes mond a riz en Arabi, hag e tistroiz c’hoas da Zamas.


D’in‐me, an distera euz an holl zent, eo bet roet ar c’hras‐se da brezeg, e‐touez ar Jentiled, ar pinvidigezou incomprenabl euz ar C’hrist,


Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, evit annons ar bromessa euz ar vuez a zo en Jesus‐Christ, da Dimoteus, va mab muia‐karet.


ha pehini, en amzer merket ganthan, hen deuz diskouezet he c’her, em euz bet ar garg da brezeg, hervez an urz a Zoue hor Zalver,


Hogen, ra zeuio Doue ar peoc’h, pehini hen deuz digasset adare euz a‐douez ar re varo hon Aotrou Jesus, ar Pastor Souveren euz an denved, dre ar goad euz eun allians eternel,


pere, dreizhan, a gred en Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo, hag hen deuz glorifiet anezhan, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperans en Doue.


bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos