Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Paol, abostol, nann a-berzh an dud na dre un den bennak, met dre Jezuz-Krist ha Doue an Tad en deus e adsavet a-douez ar re varv,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Paol, abostol, n’e ket aberz an dud, na dre eun den‐benag mes dre Jesus‐Christ, ha Doue an Tad, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo;

Ver Capítulo Copiar




Galated 1:1
35 Referencias Cruzadas  

Me hag an Tad a zo unan.


Jezuz a lavaras dezho a-nevez: Ar peoc’h ra vo ganeoc’h! Evel m’en deus an Tad va c’haset, e kasan ivez ac’hanoc’h.


Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ar Mab ne c’hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.


Lavaret em eus: Aotrou, petra a rin? An Aotrou a respontas din: Sav, kae da Zamask, hag eno e vo lavaret dit kement holl a dlei d’ober.


Lakaet hoc’h eus d’ar marv Priñs ar vuhez, ha Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv, ni a zo testoù a gement-se.


En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober.


Paol, servijer Jezuz-Krist, galvet da vezañ abostol, lakaet a-du evit Aviel Doue


Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.


Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.


Paol, galvet da vezañ abostol eus Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Sosten,


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an holl sent a zo en Akaia a-bezh:


Met pa’z eo bet plijet gant Doue, en doa va dibabet adalek kof va mamm hag en deus va galvet dre e c’hras,


ha ne bignis ket da Jeruzalem da gavout ar re a oa bet ebestel a-raok din, met mont a ris da Arabia, ha goude e tistrois adarre da Zamask.


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue evit prezeg promesa ar vuhez a zo e Jezuz-Krist,


hag en deus diskuliet en amzer merket gantañ dre e c’her, am eus bet ar garg da brezeg hervez urzh Doue hor Salver,


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:


drezañ e kredit e Doue, eñ hag en deus e adsavet a-douez ar re varv ha roet dezhañ gloar, evit ma vije ho feiz hag hoc’h esperañs e Doue.


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos