Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Filemon 1:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Rag, va breur, da garantez he deuz roet deomp eur joa hag eur gonsolation vraz, o veza ma ec’h euz lakeat ar joa e calonou ar zent.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Rak, va breur, da garantez he deus roet deomp ul levenez vras hag ur frealz mat, dre ma ec’h eus laouenaet kalonoù ar sent.

Ver Capítulo Copiar




Filemon 1:7
11 Referencias Cruzadas  

rag krenveet ho deuz va spered hag hoc’h hini‐c’houi. Bezit eta leun a respet evit ar seurt tud‐se.


Ragse ez omp bet consolet dre ho consolation; mes kalz muioc’h ez omp bet laoueneet abalamour da joa Titus, o veza ma eo bet soulajet he spered ganeoc’h holl;


Komz a ran ouzoc’h gant kalz a hardiegez; kalz a leac’h em euz d’en em c’hlorifia abalamour deoc’h; leun oun a gonsolation; karget a joa em holl afflictionou.


o kaout sonj bepred, dirag Doue hon Tad, euz a œuvrou ho feiz, euz a labouriou ho karantez, hag euz an nerzeuzhoc’h esperans, en hon Aotrou Jesus‐Christ;


Abalamour da gement‐man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h enz hen recevet, nann evel ger an dud, mes (evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h‐c’houi pere a gred.


Rag pehini eo hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar? Ha n’eo ket c’houi ive, en prezans hon Aotrou Jesus‐Christ, deiz he zonedigez?


Ha pebez actionou a c’hras na hellomp‐ni ket renta da Zoue abalamour deoc’h, evit an holl joa hon euz enoc’h dirag hon Doue!


Doue da rei trugarez da famill Oneziphor; rag alies hen deuz va c’honsolet, ha n’hen deuz ket bet a vêz euz va chadennou.


Ia, va breur, ra em bezo ar blijadur‐ze diganez en Aotrou; ro joausted d’am c’halon en Aotrou;


Joa vraz em euz bet o veza kavet meur a hini euz da vugale hag a vale er wirionez, hervez ar gourc’hemen hon euz bet digant an Tad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos