Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d’an hini a oa azezet war an tron, d’an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù,

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:9
20 Referencias Cruzadas  

Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


Hag aman, tud hag a dle mervel eo a gemer an deog; mes eno, hervez ma’z eo testeniet, an hini a receo an deog, a zo beo.


bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.


hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer,


Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken.


Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz: Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in: Scriv; rag ar c’homzou‐man a zo gwirion ha sur.


Ha kerkent e oenn ravisset en spered; hag e veliz eun tron savet en env, hag unan azezet var an tron‐ze.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Neuze e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel.


hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier: Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan;


Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz‐deiz en he dempl; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos