Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:8
42 Referencias Cruzadas  

Beillit eta, o kaout sonj penaos, e‐pad tri bloaz n’em euz ket ehanet noz‐deiz da avertissa peb hini ac’hanoc’h gant daelou.


ha me a vezo Tad deoc’h, ha c’houi a vezo mibien ha merc’hed d’in, eme an Aotrou holl c’halloudec.


Rag c’houi hoc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon poan. En eur labourat noz‐deiz, evit na deujemp da zamma hini ac’hanoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue.


Laka evez ouzid da‐unan hag ouz an doctrin; kendalc’h en traou‐ze, rag en eur ober kement‐se, en em zavetei da‐unan, hag ar re a zelaou ac’hanoud.


prezeg ar ger ha prezeg c’hoas, an amzer deread hag en amzer all, bez aketus da repren, da c’hourdrouz, da exhorti gant peb patianted, hag en eur gelen.


Jesus‐Christ a zo ar memeus hini, deac’h hag hirio, ha da viken.


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, eme an Aotrou, an Ilini a zo, a oa, hag a vezo, an Holl‐C’halloudec.


Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl‐c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez.


Hag ar moged euz ho zourmant a zavo da virviken; hag ar re ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou‐benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano, n’ho devezo ehan e‐bed, nag en noz nag en deiz.


Hag e canent evel eur c’hantic nevez dirag an tron, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ancien; ha den na helle diski ar c’hanticse, nemed ar c’hant pevar ha daou‐ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar.


Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent!


Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken.


Rag ar re‐ze a zo sperejou diaoulou, pere a ra burzudou, pere a ia etrezeg rouane an douar hag ar bed holl, evit ho dastum assambles evit ar gombat vraz euz a zervez an Doue holl‐c’halloudec.


Hag e kleviz unan all e tu an aoter, hag a lavare: Ia, Aotrou Doue Holl‐c’halloudec, gwirion ha just eo da varnedigezou.


Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei an nationou, rag gouarn a rai anezhe gant eur wialen houarn hag e wasko gant he dreid beol ar gwin euz a goler hag euz a indignation an Doue holl‐c’halloudec.


Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, hag ar pevar aneval en em brosternaz, hag a adoraz Doue a oa azezet var an tron, en eur lavaret: Amen, Alleluia!


Ne veliz templ e‐bed enhi; rag an Aotrou Doue holl‐c’halloudec hag an Oan eo an templ anezhi.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e‐kreiz an tron hag en‐dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou‐lagadou araog hag adren.


Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken,


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


Hag e kleviz e‐kreiz ar pevar aneval eur vouez, hag a lavare: Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner; mes diwall da goll an eol hag ar gwin.


Hag an holl elez en em zalc’he en‐dro d’an tron, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval; hag ar re‐man en em brosternaz var ho bizach dirag an tron, hag ec’h adorjont Doue,


Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz‐deiz en he dempl; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos