Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 18:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Rag an holl nationou ho deuz evet euz a win a fulor euz he lubricite, ha rouane an douar a zo en em roet d’al lubricite ganthi; ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikeet gant an abondans euz he zraou kaer.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 18:3
17 Referencias Cruzadas  

Mes da velet petra oc’h‐hu eat? Eun den gwisket gant dillad kaer? Setu, ar re a zo gwisket kaer, hag a vev e‐kreiz ar plijudarezou, a zo en tiez ar rouane.


Mes diwall da receo an intanvezed yaouankoc’h; rag pa zeu al lubricite d’ho lakaad a‐enep ar C’hrist, e fell dezhe dimezi;


Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret: Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.


gant pehini rouane an douar ho deuz great traou mezus, ha pehini he deuz mezviet habitanted an douar gant ar gwin euz he lubricite.


Teuler a rent poultren var ho fennou, hag o ouela hag oc’h hirvoudi, e lavarent en eur grial: Malheur! Malheur! ar geaz vraz, en pehini e oa en em pinvidikeet dre he zraou koustus ar re holl ho doa batimanchou var ar mor, a zo bet rentet dezert en eun heur hep‐ken!


Ar sclerijen euz ar goulou na skedo mui enoud, ha mouez an ozac’hyaouank hag ar vreg‐yaouank na vezo mui klevet enoud; rag da varc’hadourien a oa ar re vraz euz an douar; rag dre da zorselachou an holl nationou a zo bet tromplet;


Kement ha ma’z eo en em roet d’an ourgouil ha ma’z eo en em veuzet en delisou, roit dezhi ive kement‐all a enkrez hag a c’hlac’har, rag lavaret a ra en he c’halon: Azezet oun evel eur rouanez, ha n’oun ket intanvez, ha na velin ket ar c’haon.


Ha rouane an douar, pere ho deuz great impurete ha bevet en dilisou ganthi, a ouelo dezhi, hag a skoio var boul ho c’halon abalamour dezhi, pa velint ar moged euz an tan a zev anezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos