Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 18:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag e criaz krenv hag a vouez huel, hag e lavaraz: Kwezet eo, Babylon ar gear vraz, kwezet eo, ha deuet eo da veza demeurans an drouk‐sperejou, hag eur plas a repu da bep spered louz, hag eur gaoued da bep lapous louz hag heuzus.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 18:2
26 Referencias Cruzadas  

he dreid, henvel ouz coevr euz ar c’haera, a luc’he evel pa vijent en eur fournez a dan, hag he vouez a oa evel mouez an doureier braz.


hag e criaz gant eur vouez krenv, evel eul leon o iudal, ha pa hen doe criet, ar seiz curun a roaz da glevet ho moueziou.


Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo galvet spirituelamant Sodom hag Egypt, e pe leac’h ive eo bet crucifiet hon Aotrou.


Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, o crial gant eur vouez krenv d’an hini a oa azezet var ar goabren: Taol da falc’h, ha med; rag deuet eo an amzer da vedi, rag eost an douar a zo daro.


Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret: Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.


Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals‐profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered.


Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler.


Hogen, ar vaouez ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.


Ha var he zal e oa scrivet eun hano: Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar.


En em derc’hel a raint pell diouthi, gant aoun rag he gwall‐boaniou, hag e livirint: Malheur! Malheur! Ar gear vraz Babylon, ar gear galloudus, rag he barnedigez a zo deuet en eun heur!


Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret: Evel‐se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ha den na hello mui he c’havout.


Gwelet a riz ive eun eal galloudus, o crial gant eur vouez krenv: Piou a zo dign da zigeri al levr, ha da zistaga he ziellou?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos