Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 12:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 12:4
22 Referencias Cruzadas  

An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.


Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.


Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a‐enep an aerouant; hag an aerouant a gombatte gant he elez.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.


Hag e oe adoret an aerouant hen doa roet he c’halloud d’al loen; hag ec’h adorjont ive al loen, en eur lavaret: Piou a zo henvel ouz al loen, ha piou a hello combatti outhan?


Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals‐profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered.


Hogen, ar vaouez ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.


hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz.


Hag an trede eal a zonaz gant he drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz henvel ouz eul lamp o tevi, hag e kwezaz var an drededen euz ar steriou, ha var vamennou an doureier.


Hag hano ar stereden‐ze a oa Huelen‐c’hoero; hag an drederen euz an doureier a oe troet en huelen‐c’hoero; ha kalz a dud a varvaz gant an dour, dre ma oa deuet da veza c’hoero.


Neuze ar pevare eal a zonaz gant he drompil; hag e oe skoet an drederen euz an heol, hag an drederen euz al loar, hag an drederen euz ar stered, en hevelep doare ma oe tenvaleet an drederen anezhe, ha ma kollaz an drederen euz an deiz he sclerijen, kerkoulz hag an noz.


Hag an eal kenta a zonaz, hag e teuaz kazerc’h ha tan kemmesket gant goad da gweza var an douar; hag an drederen euz ar gwez a oe devet, hag an holl yeot glaz a oe devet.


Hag an eil eal a zonaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz entanet‐holl; hag an drederen euz ar mor a oe troet en goad.


Hag an drederen euz ar grouadurien a oa er mor, hag ho doa buez, a varvaz; hag an drederen euz ar batimanchou a oe distrujet.


Beza ho doa lostou henvel ouz lostou ar scorpioned, hag eur flem en ho lost; hag ho galloud a oa da noazoud d’an dud e‐pad pemp mis.


Rag ho galloud a oa en ho genou, hag en ho lostou, hag ho lostou, henvel ouz serpanted, ho doa pennou; ha gant ar re‐man e reant drouk.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos