Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 12:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ur sin all a voe gwelet c’hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 12:3
27 Referencias Cruzadas  

Hogen, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden.


Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab.


An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus‐Christ. Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor;


hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.


Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a‐enep an aerouant; hag an aerouant a gombatte gant he elez.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Hag e veliz o sevel euz ar mor eul loen pehini hen doa seiz pen ha deg corn, ha var he gerniel deg curunen, ha var he bennou eun hano a vlasphem.


Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.


Hag e oe adoret an aerouant hen doa roet he c’halloud d’al loen; hag ec’h adorjont ive al loen, en eur lavaret: Piou a zo henvel ouz al loen, ha piou a hello combatti outhan?


Hag e veliz en env eur burzud all braz ha souezus: seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza; rag dreizhe eo accomplisset coler Doue.


Hag e veliz o tond er meaz euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al leon, hag euz a c’henou ar fals‐profet, tri spered impur, henvel ouz gleskered.


Hag an deg corn ec’h euz gwelet, a zo deg roue, pere n’ho deuz ket c’hoas recevet ar rouantelez; mes, evit eun heur, e recevint, assambles gant al loen, ar galloud evel rouane.


Hag an deg corn ec’h euz gwelet var al loen, ho devezo kassoni ouz ar c’hast; glac’hari a raint anezhi, lakaad a raint anezhi en noaz hag e tebrint he c’hig, hag e tevint anezhi en tan.


Hag an eal a lavaraz d’in: Perag ez oud‐de ker souezet? Me a lavaro d’id ar myster euz ar vaouez, hag euz al loen a zoug anezhi, pehini hen deuz ar seiz pen hag an deg corn.


He zaou‐lagad a oa evel eur flam‐tan; ha var he ben e oa meur a gurunen. Beza hen doa eun hano scrivet ha n’eo anavezet gant den nemed ganthan he‐unan.


hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos