Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 12:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Ragse en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Malheur deoc’h‐hu pere a choum var an douar ha var ar mor; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’houzout penaos eo arru ber he amzer.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c’hwi a chom enno. Gwalleur d’an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc’h gant ur fulor vras hag o c’houzout n’en deus nemet nebeud amzer.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 12:12
18 Referencias Cruzadas  

Evel‐se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro.


Gloar da Zoue, en huella euz an envou; peoc’h var an douar, bolontez vad e‐kenver an dud!


Rag c’hoas eun neubeudic amzer, hag an hini a dle dond a erruo, ha na zaleo ket.


Koulskoude, va breudeur muia‐karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra: penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez.


hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer,


Hag an dud a choum var an douar en em rejouisso abalamour dezhe, hag en em roio d’al levenez, hag e kassint prezanchou an eil d’egile, rag an daou brofet‐se ho devezo tourmantet habitanted an douar.


An eil gwalen a zo tremenet; setu an drede gwalen a zeui dizale.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Hag hen a zigoraz he c’henou evit gwallgomz a‐enep Doue, a‐enep he hano hag he dabernacl, hag a‐enep ar re a choum en env.


O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.


Goude‐ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel: Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon!


Ar c’henta gwalen tremenet, setu ma teu c’hoas diou walen all goude honnes.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos