Apocalyps 12:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)11 Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro. Ver CapítuloBibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned11 Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv. Ver Capítulo |
Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, da zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zebri euz ar mann kuzet; hag e roin dezhan eur vilien venn, ha var ar vilien‐ze e vezo scrivet eun hano nevez, ha n’eo anavezet gant den e‐bed, nemed gant an hini a receo anezhan.
Hag e veliz tronou, hag ec’h azezaz varnezhe tud, hag e oe roet dezhe ar galloud da varn. Hag e veliz ive eneou ar re a oa bet dibennet abalamour da desteni Jesus, hag abalamour da c’her Doue, hag ar re n’ho doa ket adoret al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa kemeret he verk na var ho zal, na var ho daouarn.