Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 12:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Hogen, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ur sin bras a voe gwelet en neñv: ur wreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha war he fenn ur gurunenn a zaouzek steredenn.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 12:1
35 Referencias Cruzadas  

Neuze eur re‐benag euz ar Scribed hag euz ar Farizianed a respontaz, en eur lavaret: Mestr, ni a garfe gwelet ac’hanoud oc’h ober eur miracl‐benag.


Neuze e vezo gwelet sin Mab an den en env; neuze ive an holl boblou euz an douar a vezo glac’haret, hag a skoio var boul ho c’halon, hag e velint Mab an den o tond var goabrennou an env, gant eur galloud hag eur c’hloar braz.


ar stered a gwezo euz an env, hag ar puissansou a zo en envou a vezo bransellet.


ha bez’ e vezo krenamanchou douar heuzuz e meur a leac’h, ha kernes ha bosen, hag e vezo gwelet traou spountus ha siniou braz ebarz an env.


Siniou a vezo ebarz an heol, el loar hag er stered; ha var an douar ar boblou a vezo en anken hag en nec’hamant, rag ar mor hag an tarzou mor a rai eun drouz spontus.


An hini a zo ar vreg yaouank dezhan eo ar pried; mes mignon ar pried a zo en he gichen hag a zelaou anezhan, a zo leun a joa o klevet mouez ar pried; hag al laouenedigez‐ze, pehini eo va hini‐me, a zo parfet.


hag e rin burzudou d’an neac’h en env, ha siniou d’an traon var an douar, goad, tan ha goabrennou moged;


mes en em viskit euz an Aotrou Jesus‐Christ, ha na zelaouit ket ar c’hig evit he gontanti en he zeziriou fall.


eur justis euz a Zoue, a lavaran, dre ar feiz en Jesus‐Christ, d’ar re holl ha var ar re holl pere a gred;


Rag me a zo jalous ac’hanoc’h gant eur jalouzi a Zoue, rag hoc’h unanet em euz gant eur Pried hep‐ken evit ho prezanti evel eur verc’hez dinam d’ar C’hrist.


Rag kement hini ac’hanoc’h a zo bet badezet er C’hrist, hen deuz gwisket ar C’hrist.


mes ar Jerusalem, a zo euz an env, a zo libr, hag honnes eo hor mam‐ni holl.


Evidoun‐me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed.


Ar myster‐ze a zo braz; divarben an Iliz hag ar C’hrist eo e komzan.


Setu aman myster ar seiz stereden ec’h euz gwelet em dorn deo, hag ar seiz cantoleur aour: Ar seiz stereden eo an elez euz ar seiz Iliz; hag ar seiz cantoleur ec’h euz gwelet, eo ar seiz Iliz.


Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.


Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;


Hag e veliz en env eur burzud all braz ha souezus: seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza; rag dreizhe eo accomplisset coler Doue.


Moger ar gear he doa daouzec fondation, var bere hanoiou daouzec abostol an Oan.


Hag ar gear n’he deuz ket a ezom euz an heol, nag euz al loar evit he sclerijenna; rag gloar Doue a sclerijen anezhi, hag an Oan eo he goulou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos