Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 11:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo galvet spirituelamant Sodom hag Egypt, e pe leac’h ive eo bet crucifiet hon Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 O c’horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec’h ma’z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 11:8
40 Referencias Cruzadas  

E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom ha Gomor en deiz ar varn eged d’ar gear‐ze.


Hag o veza kwezet d’an douar, e klevaz eur vouez hag a lavare dezhan: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun?


Dre‐ze Jesus ive, evit santifia ar bobl dre he oad he‐unan, hen deuz souffret en diaveaz a gear.


impossubl eo ho renevezi c’hoas evit ma teuint da gaoud keuz, pa’z eo gwir e crucifiont Mab Doue evithe ho‐unan, ouz hen exposi d’an dismegans.


ha mar hen deuz condaonet Sodom ha Gomorrh da veza distrujet, o renta ar c’heariou‐ze en ludu, evit ho rei da exempl d’ar re a vevje en impiete;


Evel Sodom ha Gomorrh, hag ar c’heariou divar dro, pere a oa en em roet d’ar memeus impurete evelthe, ha da bec’hejou enep an natur, a zervich da exempl, o c’houzanv ar boan euz a eun tan eternel;


En heur‐ze ive e c’hoarvezaz eur gwall‐grennamant douar; hag an degved loden euz ar gear a gwezaz, hag er c’hrennamant douar‐ze e oe lazet seiz mil den, hag ar re all a oe spountet braz, hag e rojont gloar da Zoue an env.


Ha tud a‐douez pep pobl, ha pep tribu, ha pep langach, ha pep nation, a velo ho c’horfou maro, e‐pad tri devez hanter, ha na lezint ket ho lakaad en beziou.


Hag ar veol a oe gwasket en diaveaz a gear; hag e teuaz euz ar veol goad hag a zave bete crabestou ar c’hezec var hed c’houezec kant stad.


Hag eun eal all a heulliaz anezhan, en eur lavaret: Kwezet eo, kwezet eo, Babylon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl nationou ar gwin euz he lubricite diroll.


Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler.


Hag unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in: Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz,


Hogen, ar vaouez ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.


Ha var he zal e oa scrivet eun hano: Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar.


En em derc’hel a raint pell diouthi, gant aoun rag he gwall‐boaniou, hag e livirint: Malheur! Malheur! Ar gear vraz Babylon, ar gear galloudus, rag he barnedigez a zo deuet en eun heur!


hag o velet ar moged a zave euz an tan a zeve anezhi, e crient: Peleac’h ema ar gear a oa par d’ar gear vraz‐ze?


Hag e criaz krenv hag a vouez huel, hag e lavaraz: Kwezet eo, Babylon ar gear vraz, kwezet eo, ha deuet eo da veza demeurans an drouk‐sperejou, hag eur plas a repu da bep spered louz, hag eur gaoued da bep lapous louz hag heuzus.


Neuze eun eal galloudus a gemeraz eur mean henvel ouz eur mean milin braz, hag a sklapaz anezhan er mor, en eur lavaret: Evel‐se e vezo taolet d’an traon Babylon, ar gear vraz, ha den na hello mui he c’havout.


rag enhi eo bet kavet goad ar brofeted hag ar zent, hag ar re holl a zo bet lakeat d’ar maro var an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos