Te eta, o AOTROU, na zinac'h ket ouzhin da druez! Ra vin dalc'hmat diwallet gant da vadelezh ha da wirionez.
Romaned 7:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag me a oa beo, pa oann gwech‐all heb lezen; mes pa eo deuet ar gourc’hemen, ar pec’hed hen deuz kemeret buez adare, hag ez oun deuet da vervel; |
Te eta, o AOTROU, na zinac'h ket ouzhin da druez! Ra vin dalc'hmat diwallet gant da vadelezh ha da wirionez.
An den yaouank a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. Petra a vank din c’hoazh?
Met eñ a respontas d’an tad: Setu, ez eus kement a vloavezhioù abaoe ma servijan ac’hanout hep bezañ biskoazh manket da’z kourc’hemenn, ha ne’c’h eus biskoazh roet din ur c’havrig evit en em laouenaat gant va mignoned.
Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.
Hag eo en em gavet penaos ar gourc’hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv.
Rak ar pec’hed, o kemer an tu eus ar gourc’hemenn, en deus tromplet ac’hanon, ha drezañ en deus va lazhet.
Evel-se, va breudeur, c’hwi ivez a zo deuet marv d’al lezenn dre gorf Krist, evit bezañ da unan all, da lavarout eo d’an hini a zo adsavet a-douez ar re varv, evit ma tougimp frouezh da Zoue.
Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d’ar pezh a oamp dalc’het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.
Met ar pec’hed, o kemer an tu eus ar gourc’hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc’hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec’hed a zo marv.
rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.