Roet em eus dezho va reolennoù ha diskouezet va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.
Romaned 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag eo en em gavet penaos ar gourc’hemenn, hag a dlee reiñ din ar vuhez, en deus roet din ar marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag ez eo c’hoarvezet ma eo deuet ar gourc’hemen a dlie rei d’in ar vuez, da rei d’in ar maro. |
Roet em eus dezho va reolennoù ha diskouezet va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo.
Met ti Israel en em savas a-enep din er gouelec'h, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, taolet o deus kuit va barnedigezhioù, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad en un doare dreistmuzul. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno er gouelec'h, evit o c'has da netra.
Met ar vibien en em savas a-enep din, ne gerzhjont ket hervez va reolennoù, ne virjont ket va barnedigezhioù evit ober diouto, ha ma ra hervezo an den e vevo drezo, disakret o deus va deizioù sabad. Neuze em eus soñjet skuilhañ va fulor warno ha seveniñ va c'hounnar a-enep dezho er gouelec'h.
Mirout a reot va reolennoù ha va barnedigezhioù; an den a gerzho enno a vevo drezo. Me eo an AOTROU.
Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo.
Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.
Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.
Hogen ar ministrerezh a varv, hini al lizherennoù engravet war vein, a zo bet ken glorius ma ne c’helle ket mibien Israel sellout start ouzh dremm Moizez, abalamour da c’hloar e zremm, petra bennak ma tlee tremen,
Hogen al lezenn ne zeu ket eus ar feiz, met e lavar: An den a raio an traoù-se a vevo drezo.