Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?
Romaned 6:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra a lavarimp eta? Ha chom a raimp er pec’hed evit ma fonno ar c’hras? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Petra eta a livirimp‐ni? Ha choum a raimp‐ni er pec’hed, evit ma teui ar c’hras da greski? |
Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?
Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.
Petra eta? Ha pec’hiñ a raimp dre ma n’emaomp ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras? N’eo ket!
Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.
evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.