Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Romaned 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-se ar bromesa da gaout ar bed da hêrezh n’eo ket bet graet da Abraham pe d’e lignez dre al lezenn, met dre reizhder ar feiz. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag, n’e ket dre al lezen eo bet great da Abraham, pe d’he lignez, ar bromessa da gaoud ar bed evit heritach, mes dre ar justis euz ar feiz; |
Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Me he bennigo, ha zoken e roin ur mab dit diouti. He bennigañ a rin hag e teuio da vezañ broadoù. Rouaned pobloù a zeuio diouti.
Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
hag evit bezañ tad an amdroc’hidi, ar re n’int ket amdroc’het hepken met c’hoazh a heuilh roudoù ar feiz en doa hon tad Abraham pa voe diamdroc’h.
da lavarout eo, n’eo ket bugale ar c’hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez.
Dre ar feiz Noe, aliet a-berzh Doue eus an traoù na weled ket c’hoazh, a voe leuniet a zoujañs, hag a reas un arc’h evit silvidigezh e diegezh. Drezi e kondaonas ar bed hag e teuas da vezañ heritour eus ar reizhder a zo hervez ar feiz.
met eñ, ha ne oa ket eus an hevelep tiegezh evelto, a savas an deog war Abraham, hag a vennigas an hini en doa ar promesaoù.