Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhañ ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù.
Romaned 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha mar deu gwirionez Doue da lugerniñ muioc’h evit e c’hloar dre va gaou, perak ez on c’hoazh barnet evel ur pec’her? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes mar deu gwirionez Doue, dre va gaou‐me, d’en em ziskouez c’hoas sclearoc’h, evit he c’hloar, perag ez oun‐me c’hoas condaonet evel pec’her? |
Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhañ ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù.
En deiz-se e tieubas an AOTROU Israel eus dorn an Ejipsianed; Israel a welas an Ejipsianed marv war aodoù ar mor.
Lavaret e voe da roue an Ejipt penaos e oa tec'het ar bobl kuit. Kalon Faraon hag hini e servijerien a cheñchas e-keñver ar bobl, hag e lavarjont: Petra hon eus graet pa hon eus lezet Israel da vont kuit, e doare na servijo ken ac'hanomp?
Gouzout a ran ne lezo ket ac'hanoc'h roue an Ejipt da vont kuit, nann zoken rediet gant un dorn kreñv.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ, a-raok ma kano ar c’hilhog, te az po va dinac’het teir gwech.
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.
N’eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma’z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c’hounezi da abeg pa vi barnet.