Romaned 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n’eo ket me hepken a drugareka anezho, met c’hoazh holl Ilizoù ar baganed. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pere ho deuz exposet ho buez evit va hinime; ha n’e ket me hep‐ken a deu d’ho zrugarekaad, mes ive holl Ilizou ar Jentiled. |
Dre-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ec'h ijinan a-enep ar ouenn-se ur gwalleur, na c'hellot ket tennañ kuit ho kouzoug dioutañ, ha c'hwi ne gerzhot ken uhel ho pennoù, rak an amzer-mañ a vo fall.
Koulskoude an Ilizoù a oa e peoc’h en holl Judea, Galilea ha Samaria, o vezañ kreñvaet ha o kerzhout e doujañs an Aotrou. Kreskiñ a raent dre sikour ar Spered-Santel.
Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c’haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist.
A-boan ma varvfed evit un den reizh. Marteze e kredfe unan bennak mervel evit un den mat.
A-hend-all, ra gerzho pep hini hervez ar pezh en deus an Aotrou roet dezhañ hag hervez ar galv en deus resevet digant Doue. Setu ar pezh a c’hourc’hemennan en holl Ilizoù.
Rak bet eo tost d’ar marv evit labour Krist, o vezañ risklet e vuhez evit sikour ac’hanon er servij na c’hellec’h ket reiñ din hoc’h-unan.
Rak c’hwi, breudeur, a zo deuet da vezañ an heñvelerien eus Ilizoù Doue a zo e Judea e Jezuz-Krist, rak hoc’h eus ivez gouzañvet a-berzh ar re eus ho pobl hoc’h-unan an hevelep traoù hag int a-berzh ar Yuzevien,
Pa o doe degaset ar rouaned-se da Jozue, Jozue a c'halvas holl dud Israel, hag e lavaras da ofiserien an dud a vrezel a oa aet gantañ: Tostait ha lakait ho treid war c'houzougoù ar rouaned-mañ. Hag e tostajont hag e lakajont o zreid war o gouzougoù.
E kement-mañ eo hon eus anavezet ar garantez: roet en deus e vuhez evidomp. Ni ivez a dle reiñ hor buhez evit ar vreudeur.
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,