En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezañ e glevet, a gemeras anezhañ ganto hag a zisplegas dezhañ gant muioc’h a evezh hent Doue.
Romaned 16:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saludit Prisilha hag Akilaz, va c’henlabourerien e Jezuz-Krist, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Saludit Priscilla hag Akilas, va c’hen‐labourerien en Jesus‐Christ, |
En em lakaat a reas da gomz gant hardizhegezh er sinagogenn. Akilaz ha Prisilha o vezañ e glevet, a gemeras anezhañ ganto hag a zisplegas dezhañ gant muioc’h a evezh hent Doue.
lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n’eo ket me hepken a drugareka anezho, met c’hoazh holl Ilizoù ar baganed.
Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.
N’eus ken eta bremañ kondaonidigezh ebet evit ar re a zo e Jezuz-Krist, ar re a gerzh nann hervez ar c’hig met hervez ar spered.
Mar chom ennoc’h Spered an hini en deus adsavet Jezuz a-douez ar re varv, an hini en deus adsavet Krist a-douez ar re varv a roio ivez ar vuhez d’ho korfoù marvel dre e Spered a chom ennoc’h.
Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.
Ilizoù Azia a salud ac’hanoc’h. Akilaz ha Prisilha, gant an Iliz a zo en o zi, a salud kalz ac’hanoc’h en Aotrou.
Anavezout a ran un den e Krist a voe estlammet betek an trede neñv ouzhpenn pevarzek vloaz ’zo; pe e voe en e gorf, n’ouzon ket, pe e voe er-maez eus e gorf, n’ouzon ket, Doue a oar.
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
Kredet em eus e oa ret kas deoc’h Epafrodit, va breur, va c’henlabourer ha va c’henvrezeliad, an hini hoc’h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,
Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac’hanoc’h. Bez’ int eus an amdroc’h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon.