La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Romaned 15:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

En em zegemerit eta an eil egile, evel m’en deus Krist hon degemeret, evit gloar Doue.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Rag‐se en em digemerit an eil egile, evel ma’z omp bet digemeret gant ar C’hrist evit gloar Doue.

Ver Capítulo



Romaned 15:7
15 Referencias Cruzadas  

An neb ho tegemer am degemer, hag an neb am degemer a zegemer an hini en deus va c’haset.


Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.


Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.


hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.


Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.


Kement a roio an Tad din a zeuio da’m c’havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da’m c’havout,


hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.


eñ hag en deus roet deomp dre ar feiz digor d’ar c’hras-se a chomomp start enni, hag e kavomp gloar en esperañs eus meurded Doue.


evit ma servijimp da veuleudigezh e c’hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.


ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,


o c’houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d’egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc’h, c’hwi ivez grit evel-se.