Romaned 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag scrivet eo: Evel ma’z oun beo, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazoun, ha pep teod a rento gloar da Zoue. |
Sav da zaoulagad en-dro dit, sell, holl en em zastumont, dont a reont da'z kavout. Me a zo bev, eme an AOTROU, te en em wisko ganto holl evel gant bragerizoù, te en em c'hourizo ganto evel ur wreg yaouank.
Me a zo bev, eme an AOTROU, ha pa vefe Konia mab Jojakim roue Juda ur siell em dorn dehou, e tennin ac'hanout ac'hane.
Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU; saotret ac'h eus va santual gant da holl draoù kasonius ha da holl euzhusterioù, neuze me ivez en em denno, va lagad n'esperno ket ac'hanout, hag e vin didruez.
Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.
Lavar: Me a zo bev, eme an AOTROU, me a raio deoc'h ar pezh am eus klevet hoc'h eus lavaret.
An hini eta a anzavo ac’hanon dirak an dud, ec’h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù,
Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet.
hag evit ma teuio ar baganed da reiñ gloar da Zoue abalamour d’e drugarez, evel ma’z eo skrivet: En abeg da-se ec’h anzavin ac’hanout e-touez ar broadoù, hag e veulin da anv.
Rak meur a doueller a zo deuet e-barzh ar bed ha n’anzavont ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c’hig. Hennezh eo an toueller hag an enepkrist.
Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.