En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Romaned 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar Skritur a lavar: Piv bennak a gred ennañ ne vo ket mezhekaet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar Scritur a lavar: Piou‐benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz. |
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.
Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.
hervez ma’z eo skrivet: Setu, e lakaan e Sion ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer, ha piv bennak a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.
Dre-se eo lavaret er Skritur: Setu, e lakaan e Sion ur maen-korn dibabet ha prizius, hag an hini a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.