Pellaat a ri eus pep komz gaouiat, ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den reizh, rak me ne reishain ket an den fall.
Romaned 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc’h ar wirionez en direizhder, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag coler Doue en em ziskouez euz an env a‐enep holl impiete hag injustis an dud, pere dre fallentez a stourm ouz ar wirionez, |
Pellaat a ri eus pep komz gaouiat, ne lakai ket da vervel an den didamall hag an den reizh, rak me ne reishain ket an den fall.
rak ar pezh a c’heller anavezout eus Doue a zo diskuliet sklaer dirazo, Doue en deus e ziskouezet dezho.
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.
ha, daoust ma’c’h anavezont urzh Doue a varn dellezek a varv ar re a ra ar seurt traoù-se, n’int ket hepken ouzh o ober, met ouzhpenn ec’h asantont d’ar re o gra.
Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c’helli tec’hout diouzh barnedigezh Doue?
Petra eta? Ha gwelloc’h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec’hed,
Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.
O vezañ eta bremañ reishaet dre e wad, muioc’h a-se e vimp salvet gantañ eus ar gounnar.
Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.
ha gant holl dromplerezh an direizhder e-touez ar re en em goll, abalamour ma n’o deus ket degemeret karantez ar wirionez evit bezañ salvet.