La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 7:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha perag e sellez‐te ouz ar blouzen e lagad da vreur, ha na velez ket an treust a zo en da lagad da‐unan?

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Ha perag e sellet‐hui doh er blouzen én lagad hou vrér, ha ne huélet quet en treust e zou en hou hani?

Ver Capítulo



Mazhev 7:3
10 Referencias Cruzadas  

Pe, penaos e c’hellez lavarout da’z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa ec’h eus un treust en da hini?


Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.


Ar farizian, oc’h en em zerc’hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se.


Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.


Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.