N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Mazhev 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ro deomp hiziv hor bara pemdeziek, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ro deomp hirio hor bara pemdeziec; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Reit‐d’emb hinihue hur bara pamdiêc. |
N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Pella diouzhin al lorc'h hag ar gomz gaouiat. Na ro din na paourentez na pinvidigezh, met ro din ar bara am eus ezhomm,
hennezh a vo o chom el lec'hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.
Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.
Ar re-se a bedomp hag a aliomp start dre hon Aotrou Jezuz-Krist, da labourat gant peoc’h evit debriñ o bara o-unan.
Hag e savas gant he merc'hed-kaer evit distreiñ eus maezioù Moab, rak klevet he doa e maezioù Moab penaos en doa an AOTROU gweladennet e bobl en ur reiñ dezho bara.