Hag e respontas: Na skoi ket. Hag e skoez ar re a rez prizonidi gant da gleze ha da wareg? Laka bara ha dour dirazo, ma tebrint ha ma'c'h evint, hag ez aint da gavout o aotrou.
Mazhev 5:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a villig ac’hanoc’h, grit vad d’ar re a gasa ac’hanoc’h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc’h heskin, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes me a lavar deoc’h: Karit hoc’h enebourien, bennigit ar re a daol malloz varnoc’h; grit vad d’ar re ho deuz kas ouzoc’h, ha pedit evit ar re a outrach hag a bersecut ac’hanoc’h; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs me laran d’oh: Caret en hani e zou énep t’oh, reit hou vennoh d’er ré e goall conze d’hoh; reit vad d’er ré e ra droug t’oh, ha d’er ré e zou énep t’oh. |
Hag e respontas: Na skoi ket. Hag e skoez ar re a rez prizonidi gant da gleze ha da wareg? Laka bara ha dour dirazo, ma tebrint ha ma'c'h evint, hag ez aint da gavout o aotrou.
Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n’ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord.
Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.
eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder,
hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.
Hag e lavaras da Zavid: Reishoc'h out egedon, rak rentet ec'h eus din ar mad evit an droug am eus graet,