Kement-se holl a c’hoarvezas, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed:
Mazhev 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed Izaia: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel‐hen dre ar profet Izaias: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Aveid ma vezé laqueit de vout guir er péh e zou bet laret dré er Profæt Izaias, én ul laret; |
Kement-se holl a c’hoarvezas, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed:
Hag e chomas eno betek ma varvas Herodez, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed: Galvet em eus va mab eus an Ejipt.
Dont a reas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.
Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se?
Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.
O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,
Douar Zabulon ha douar Neftali, ar vro a zo war hent ar mor, en tu all d’ar Jordan, Galilea ar baganed,
evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac’hagnoù ha douget en deus hor c’hleñvedoù.
Rak me a lavar deoc’h, ret eo c’hoazh d’ar pezh a zo skrivet bezañ peurc’hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c’hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.
Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.
Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg.
Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.