Ar roue a savas da c'houloù-deiz, da darzh-an-deiz, hag ez eas gant hast bras da foz al leoned.
Mazhev 28:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Pe oé tremened er Sabbat, d’er hetan gouleu dé ag er suhun, Mari‐Madelen hag ur Vari aral e yas de huélet er bé. |
Ar roue a savas da c'houloù-deiz, da darzh-an-deiz, hag ez eas gant hast bras da foz al leoned.
O vezañ distroet, ec’h aozjont louzoù-frondus ha c’hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d’an deiz sabad, hervez al lezenn.
Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d’ar bez, o tegas ganto al louzoù-frondus o doa fichet. Ur re bennak o heulie.
Gwir eo koulskoude penaos gwragez bennak eus hon touez o deus hor gwall souezhet, rak o vezañ aet d’ar bez mintin mat,