Va zad en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout: Setu, ez an da vervel. Va beziañ a ri er bez am eus prenet e bro Ganaan. Bremañ eta, lez ac'hanon, me az ped, da bignat evit beziañ va zad hag e tistroin goude.
Mazhev 27:60 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag a lakaas anezhañ en e vez nevez, en doa toullet er roc’h evitañ e-unan. Ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e lekeaz anezhan en eur bez nevez hen doa great toulla er roc’h evithan he‐unan; ha goude beza ruliet eur mean braz ouz dor ar bez, ez eaz kuit. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag el laquas én ur bé nehué en doé toullet én ur roh, ha goudé m’en doé rulied ur mein bras, eid stanquein er bé‐zé, ean e yas d’é hent. |
Va zad en deus lakaet ac'hanon da douiñ, o lavarout: Setu, ez an da vervel. Va beziañ a ri er bez am eus prenet e bro Ganaan. Bremañ eta, lez ac'hanon, me az ped, da bignat evit beziañ va zad hag e tistroin goude.
Petra 'zo dit amañ? Piv a zo eus da diegezh amañ, ma ec'h eus toullet ur bez amañ evidout? Kleuzañ a ra ur bez dezhañ war an uhel, ha kizellañ a ra evitañ ul lojeiz er roc'h!
Lakaet eo bet e vez gant ar re zrouk, hag en e varv emañ gant ar binvidien, eñ ha n'en deus graet netra taer, ha n'eus ket bet kavet touellerezh en e c'henoù.
Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.
Ha setu, e c’hoarvezas ur c’hren-douar bras, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen a-zirak an nor hag a azezas warnañ.
Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d’ar bez. Ur c’hev e oa hag ur maen a oa bet lakaet warnañ.
Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet.
Bez’ e oa ul liorzh el lec’h ma oa bet kroazstaget hag el liorzh ur bez nevez, e-lec’h ne oa bet c’hoazh lakaet den.
An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d’ar bez, pa oa c’hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.