Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.
Mazhev 27:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Jesus enta e oé bet casset dirac er goarnour, péhani on atterças él‐men: Hui‐é Roué er Juived? Jesus e laras dehou: Hui el lare. |
Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.
Judaz, an hini en droukroe, a gemeras ar gomz hag a lavaras: Ha me eo, Mestr? Eñ a lavaras dezhañ: Lavaret ec’h eus.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d’ar galloud hag o tont war goabr an neñv.
Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C’hwi henn lavar, rak bez’ ez on.
Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,