hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en droukroio deoc’h? Int a reas marc’had gantañ eus tregont pezh arc’hant.
Mazhev 26:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Diwar neuze e klaskas an tu dereat d’e zroukreiñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha divar neuze e klaske eun occasion vad‐benag d’hen livra. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag a houdevéh ne glasqué meid en tu d’el laquat étré ou deourn. |
hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en droukroio deoc’h? Int a reas marc’had gantañ eus tregont pezh arc’hant.
Ar c’hentañ deiz eus gouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuas da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Pelec’h e c’hoantaez e kempennfemp evidout pred ar Pask?
O vezañ e selaouet, e voent laouen hag e prometjont reiñ arc’hant dezhañ. Hag e klaskas an tu dereat d’e zroukreiñ.
Eñ a roas e c’her, hag e klaskas an tu dereat evit e zroukreiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
Evel ma komze diwar-benn ar reizhder, an emvestroni hag ar varn da zont, Feliks, spouronet, a lavaras: Evit bremañ, kae kuit, ha pa gavin al lec’h, e c’halvin ac’hanout en-dro.
E-keñver ar breur Apolloz, e bedet em eus start da vont d’ho kavout gant ar vreudeur, met n’eo ket bet fellet dezhañ a-greñv mont bremañ. Koulskoude ez aio pa gavo tu.