Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.
Mazhev 24:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Jezuz a lavaras dezho: Ha ne welit ket an holl draoù-se? Me en lavar deoc’h e gwirionez, ne chomo ket anezho amañ maen war vaen na vo diskaret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ha na velit‐hu ket an holl draou‐ze? E gwirionez hen lavaran deoc’h, na vezo ket lezet aman an eil mean var egile, holl e vezint diskaret. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs Jesus e laras dehai: Ha guélet e ret hui en ol treu‐zé? E guirioné m’el lare d’oh, ne chomou quet a‐men mein arh vein; discarret ol e véint. |
Mika ar Morastad a brofedas en deizioù Ezekiaz roue Juda, hag a gomzas da holl bobl Juda o lavarout: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Sion a vo aret evel ur park, Jeruzalem a vo troet en ur bern distruj, menez an templ e lec'hioù uhel ur goadeg.
Setu perak en abeg deoc'h, Sion a vo troet he douar evel ur park, Jeruzalem a zeuio da vezañ ur bern rivinoù, ha menez an ti ur c'hrec'h goloet a goadeg.
hag e tiskarint ac’hanout, te ha da vugale a zo en da greiz. Ne lezint ket maen war vaen abalamour na’c’h eus ket anavezet an amzer ma’z out bet gweladennet.
O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,
Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.