Mazhev 23:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ra vezo ar brassa en ho touez ho servicher. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En hani brassan én hou mesq e vou hou méhuel. |
O vezañ azezet, e c’halvas an daouzek hag e lavaras dezho: Mar c’hoanta unan bennak bezañ ar c’hentañ, e vo an diwezhañ eus an holl, ha servijer an holl.
Rak petra bennak ma’z on frank e-keñver an holl, ez on en em lakaet da servijer d’an holl evit gounit muioc’h a dud.
Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,
Ne brezegomp ket ac’hanomp hon-unan, met Krist Jezuz evel an Aotrou, hag ez omp ho servijerien abalamour da Jezuz.
Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.