Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d’e bark, unan all d’e genwerzh,
Mazhev 22:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar re all a grogaz en he vevelien, ho gwall‐dretaz, hag ho lazaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Lod aral e hum gueméras doh méhuélion er roué, ha goudé m’ou doé ind goal‐casset é peb tu, ind ou laquas d’er marhue, |
Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d’e bark, unan all d’e genwerzh,
Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.
Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ,
Saol a roas e asant d’ar marv-se. Bez’ e voe en deiz-se un heskinadeg vras a-enep Iliz Jeruzalem. Hag e voent holl stlabezet, nemet an ebestel, dre vroioù Judea ha Samaria.
Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.