En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoù-mañ.
Mazhev 22:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? Doue n’eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me eo Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob? Doue n’eo ket Doue ar re varo, mes Doue ar re veo. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Me zou Doué Abraham, Doué Izaac, ha Doué Jacob. Ean e zou Doué, naren ag er ré varhue, mæs er ré vihue. |
En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoù-mañ.
Neuze e lavaras: Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob. Ha Moizez a guzhas e zremm, aon en doa da sellout ouzh Doue.
Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n’hoc’h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc’h:
Doue Abraham, Izaak ha Jakob, Doue hon tadoù, en deus roet gloar d’e vugel Jezuz, an hini hoc’h eus droukroet ha dinac’het dirak Pilat, petra bennak m’en doa hemañ barnet e tlee bezañ laosket kuit.
Me eo Doue da dadoù, Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob. Moizez, o krenañ holl, ne grede ket sellout.
met bremañ e c’hoantaont unan gwelloc’h, da lavarout eo unan neñvel. Dre-se Doue n’en deus ket mezh o vezañ galvet o Doue, rak kempennet en deus ur gêr dezho.