Abram a yeas evel m'en doa lavaret an AOTROU, Lot a yeas gantañ. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan.
Mazhev 21:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diskibien a yeas hag a reas ar pezh en doa Jezuz gourc’hemennet dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An diskibien a ieaz eta, hag a reaz evel ma oa bet gourc’hemenet dezhe gant Jesus; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En disciplèd enta é yas hag e hras él ma oé bet gourhemennet dehai. |
Abram a yeas evel m'en doa lavaret an AOTROU, Lot a yeas gantañ. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan.
Moizez a welas an holl labour ha setu: graet o doa al labour evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU ; graet o doa evel-se. Ha Moizez o bennigas.
Moizez a reas hervez kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ; ober a reas evel-se.
Ober a ris evel ma oa bet gourc'hemennet din, kas a ris er-maez va fakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz; d'abardaez e toullis gant va dorn ar voger; en deñvalijenn e kasis anezho er-maez, hag e tougis anezho war va skoaz dirak o daoulagad.
Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
Degas a rejont an azenez hag an azenig, hag o vezañ lakaet o dilhad warno, e lakajont anezhañ da azezañ warno.
Keuz am eus da vezañ lakaet Saül da roue, rak va dilezet en deus, ha n'en deus ket miret va c'homzoù. Samuel a voe glac'haret bras a gement-se, hag e krias d'an AOTROU e-pad an noz.