Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner.
Mazhev 20:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ouzh e gemer, e c’hrozmoljont a-enep ar penn-tiegezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa ho doe recevet anezhan e vurmurent a‐enep ar pentiegez, en eur lavaret: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha quement‐cé e hras dehai bourboutad inemb d’en pentiec. |
Pa zeuas ar re gentañ, e soñje dezho o dije ouzhpenn, met ar re-mañ a resevas ivez pep a ziner.
o lavarout: Ar re ziwezhañ-se n’o deus labouret nemet un eurvezh, hag ec’h eus o lakaet keit ha ni hon eus douget pouez an deiz hag an tommder.
Rak gallet e vije bet gwerzhañ anezhi ouzhpenn tri c’hant diner hag o reiñ d’ar beorien. Hag e krozmolent en hec’h enep.
Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.
O welout kement-se, an holl a c’hrozmolas o lavarout: E ti un den a vuhez fall eo aet da lojañ.
O skribed hag o farizianed a c’hrozmolas hag a lavaras d’e ziskibien: Perak e tebrit hag ec’h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
Neuze ar Yuzevien a c’hrozmolas diwar e benn dre m’en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
Met Jezuz, oc’h anavezout ennañ e-unan e c’hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?
Ar Yuzevien, o welout ar vandenn dud-se, a voe leuniet a warizi hag a enebas ouzh komzoù Paol, o tislavarout hag o tismegañsiñ anezhañ.
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.
Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.